Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. (db. an oberoù) Kalz, alies. Stank-ha-stank e pedo ivez. II. Stn. (db. an dud pe an traoù) 1. Tost-ha-tost an eil ouzh egile. Ur bobl tud stank-ha-stank a-dreñv klouedoù koad. Peulioù-maen stank-ha-stank. 2. Fetis (I A 1). Ur c'harzh stank-ha-stank. 3. Niverus-tre. Remziadoù komzerien ha skrivagnerien stank-ha-stank. HS. paot, puilh, stank. ES. boull, distank, rouez.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne livirin ket amañ nemet ar pezh am eus merzet eno eus an temploù gouestlet d’an doueed, ken ec’hon ha kêrioù, keit ha ken tev ar mogerioù anezho ha mogerioù kreñvlec’hioù, da harpañ o zoennoù en diabarzh peulioù maen stank-ha-stank, keit ha ken tev pep unan hag ar pinennoù bras o c’holeiñ tor menez Vosagos e bro al Lingoned, pe pantennoù menez Iouris e douaroù ar Sequaned.

1923
Daveenn : SKET p.17

Enez-Vreizh argadennet gant pobl ar c’hrugelloù kelc’hiek ("Round Barrows"), a zeu di, hañval eo, eus traonienn izelañ ar Roen hag a denn d’ur ouenn grennbennek, uhelventek ha frammet-nerzhus, a gaver stank-ha-stank en Danmark.

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

stank-ha-stank

1931
Daveenn : VALL pg (très) abondamment

Sellout a reas ouzh ar poentennoù plantet e-tal ar gwele ouzh ar frammoù, ouzh an nor, hag e welas ne oa in [sic "en"] istribilh ouzh ar poenntennoù [sic "poentennoù"] nemet gwiad-kevnid, stank-ha-stank.

1944
Daveenn : ATST p.33

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial