1. (db. lodennoù ar c'horf)
[1927] Dibenn-verb a dalvez da verkañ e skoer pe e stoker ouzh ub. pe udb. meur a wech diouzh renk e-korf ur prantad amzer berr.
Briata, choukata, dornata, ilinata, keinata, skouarnata. Blazata.
2. [1659] Dibenn-verb a dalvez da verkañ un dagadenn graet meur a wech gant un arm bennak pe ul lodenn eus ar c'horf e-korf ur frapad amzer berr.
Bazhata.
& (impl. gant ar stumm emober)
En em bavata, en grabanata, em em zornata : en em gannañ a-daolioù pav, a-daolioù kraban a-daolioù dorn.
3. [1499] Dibenn-verk a dalvez da verkañ un obererezh a c'houlenn ur pleustr ingal hag ampartiz alies.
Lezennata. Marc'hata.
&
Ar gwaregata : arz ar gwaregañ.
&
[1931] En em weleata : mont en e wele.