Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Den a vez, zo o sachañ. & Ent strizh Den zo e vicher sachañ bigi a- hed ar ribl. 2. Trl. Sacher d'e du : den a vez o sachañ d'e du, ha, dre ast., den a rastell traoù, madoù diwar- goust ar re all. Sacherien d'o zu. & Sacher-a-dreñv : den a vez o sachañ a-dreñv, ha, dre skeud., kilstourmer. An aotrou hag e genvreur o doa ar vrud da vezañ sacherien-a-dreñv. & PEMDEZ Sacher-e-revr : den a glask labourat, ober an nebeutañ ar gwellañ. [1944] « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr […] ». II. (en e furm venel) Ramoker.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

sacher d'e du

1931
Daveenn : VALL pg (porté à) accaparer (fam.)

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial