I.
H.g./h.b.
1. Barregezh ha doug d'ober an droug, da noazout.
Ar valis a zeu kent an oad. Ur paotr dizouj, karget a valis. N'eo ket drouk, mes malis zo en e gorf.
&
(impl. gant ar gm. am.)
Bezañ ur valis en ub. : bezañ douget-bras da noazout.
Hennezh a oa ur valis ennañ.
DHS. trubarderezh.
HS. drougiezh, fallagriezh, falloni.
ES. madelezh.
2. Kasoni, c'hoant d'ober droug ouzh ub.
Ober a ra kement-se dre valis ouzh e genderv. Ober un dra bennak gant malis. Ur goapaerezh hep malis.
&
Trl.
Bezañ e malis, endevout malis ouzh ub. : karet droug dezhañ.
Emaint bepred e malis an eil ouzh egile.
&
(impl. da anv unan)
En en deus ur malis ouzhin : kasoni en deus ouzhin ken en deus.
HS. kaz.
3. Dre ast.
Fulor.
Honnezh a yelo malis enni. Un hanter sac'had malis zo en e gorf.
&
Trl.
Bezañ e malis ouzh ub. : bezañ fuloret en e enep.
&
Lakaat malis etre ub. hag ub. all : o lakaat da gaout droug, fulor an eil ouzh egile.
Ne rit nemet lakaat malis etre an dud.
&
Ober malis da ub. : lakaat ub. da fuloriñ.
&
(impl. da anv unan)
Seizh mil malis a yeas don en e gorf.
II.
G./B.
Tro-gamm, taol-bourd c'hoariet d'ub.
Ober malisoù. Malis du, diaoulek.
HS. fars, genn, gwidre.