Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

DISPRED I. V.k.e. 1. (db. ar mor, an islonkoù) [1659, 1732] Dedennañ (ub., udb.) betek ar goueled anezhañ. An ifernioù yen evit hor c'hoñfontañ. Bez' e c'hallfe ar mor dougen ma fec'hedoù hep ma c'hoñfontañ. Bezañ koñfontet e goueled ar mor. DHS. isfontañ, islonkañ. 2. Dre skeud. Mantrañ, lakaat da vezañ strafuilhet. Glac'har am c'hoñfont bev. II. v.g. 1. Kouezhañ e goueled un islonk bnk. Souezhet on na goñfontan en douar 2. Dont da vezañ mantret, strafuilhet. Gant aon ha spont e koñfontan.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

konfontañ

1499
Daveenn : LVBCA p119 (confondre)

Goude ma he devoe an itron Sanktez Katell disputet ouzh an vistri ha[g e voe] konfondet ganti[,] dre rezonoù evidant[,] o holl idoloù ha doueoù ez vihont-holl abaiset, hevelep na ouizient petra o devoe da lavaret ha ma tavezont evel tud vut[.]

1576
Daveenn : Cath p13-14

konfontiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abysmer

konfontañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg confonta

koufontet

1732
Daveenn : GReg pg abyme

koufontiñ

1732
Daveenn : GReg pg abyme

ur spered frank pehini a gompren kalz a draoù, hep konfontiñ an eil gant egile

1732
Daveenn : GReg pg étendue (d'esprit)

N'eus hent ebet da vont kuit, ha bez' e c'heller, e gwirionez, kerzhout e-pad levioù ha levioù hep ma oufed pe emeur en ur vro a zo douar enni, pe en ur vro koñfontet dindan an dour.

1985
Daveenn : DGBD p27

O ! ne vez ket c'hoazh eus ar barroù-se gouest da goñfontiñ pep tra ; e-pad an noz eo e vez ur strinkadig bennak hag a vez buan sec'het gant gwrez an heol war an deiz.

1985
Daveenn : DGBD p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial