merglet
Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.
Gwigourat a ra gwikefre merglet an horolaj, o rakseniñ tintadoù seizh eur-noz.
Gwelout a ran c’hoazh dirazon ar Bitouz kozh, hor segond-mestr gwernier, ur podig a zen anezhañ gant ur fri togn hag ur voue ruz-tan, en e goazez war ur pilgos, hag a bep tu dezhañ evel kolisted ouzh an aoter ur c’harter-mestr hanter vezv o tiskenn dezhañ gant ur founilh merglet gwin gwenn en e c’hourlañchenn.
Gant un torch gleb e veze skubet prim al loustoni pa yae ar re-se en-dro war ar mor don, eizhtez pe pemzektez-pad e-bourzh o chaluterien merglet brall-divrall.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mergl-kouevr