1. H.b.
Kaletadur eus teod an evned, diwar kleñvedoù zo, a vir outo a zebriñ hep mirout outo a evañ.
&
Trl. skeud.
Na vezañ ar bibid gant ub. : komz kalz.
N'emañ ket ar bibid gant ar plac'hig-se.
2. B.
Askorn morgad.
HS. gwerc'hez.
Daveenn :
GON.II
pg pibit ou pifit ou pivit (la poule noire à la pépie).
pibid
pibit
1850
Daveenn :
GON.II
pg pibit ou pifit ou pivit (pépie, maladie des oiseaux, dans laquelle leur langue se dessèche et se couvre d'une peau blanche assez dure).
pibid
pifid
1850
Daveenn :
GON.II
pg birc'houidik
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II e vez graet gant ar ger "birc'houidik" evit kaozeal eus ar c'hleñved-se e Bro-Wened. Menegiñ a reas ar Gonideg geriadur ar Pelleter lec'h ma vez lennet e sinifie kement ha "askorn morgad" ar gerioù "pibit", "pifit" pe "pivit".