I.
[1499, 1732] Evn-preizh eus ar genad Milvus.
A. (dirak un ag. spizer)
1. Barged du : evn gell-du e bluñv, melen e bavioù ha forc'hek e lost un tammig, e anv spesad Milvus migrans.
2. Barged ruz : evn arwenn e benn, rous e los forc'hek, gell-ruz e zivaskell gant bep a dakad gwenn gwelet dre zindan, e anv spesad Milvus milvus.
B. Rannyezh.
Evn-preizh e anv spesad Buteo buteo, anvet c'hoazh Barged-moc'h, zo baou an anv boas anezhañ.
II. Dre skeud. (db. an dud, stag ouzh I 2)
[1850, 1927] Den diot ha gorrek e spered hag e zoare.
Ne vo biken nemet ur barged.
&
Dre gunuj.
Barged !