1. Lusk war-draoñ ar mor - a c'hoarvez div wech bemdez e Breizh - dindan levezon al Loar hag an Heol.
Deuet e oa an dichal ha lec'hid an aber a oa dizolo. Ar chal hag an dichal.
&
Trl.
Tarzh an dichal : mare ma krog ar mor da ziskenn.
DHS. daere, gourlen, izelvor, mare, uhelvor.
HS. tre(c'h).
ES. chal, lanv.
2. Dinaou zo gant un dachenn e seurt doare ma c'hall an dour redek.
Dichal zo d'an dour. Reiñ a ran dichal d'an dour.
3. Dre skeud.
Mare ma koller e vrud, e veurded, h.a.
Un impalaerezh bras-divent eo deuet da vezañ, hogen an dichal zo tost.
Daveenn :
GReg
pg flux (Le flux, & le reflux de la mer, Van.)
dichal
1850
Daveenn :
GON.II
pg dichal (Reflux, mouvement réglé de la mer qui se retire et qui s'éloigne du rivage après le flux. Jusant. Èbe).
dichal
1909
Daveenn :
BROU
p. 224 (jusant)
dichal bras a vezo
1909
Daveenn :
BROU
p. 224
douar dichal
douar-dichal
1931
Daveenn :
VALL
pg alluvion
Pa vez rust ar mor, ar pezh a c'hoarvez aes a-walc'h pa vez tre diouzh an abardaez, e vezer gwall vrallet ; ha teuler a ranker evezh ivez, pa vez dichal, da vont da dourtañ en traezhennoù bas a zo niverus er bae.
1985
Daveenn :
DGBD
p29
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II eo "dichal" ur ger eus Bro-Wened.