Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Goullonderiñ (un disterañ). Dileuniañ ar prizonioù. Dileuniañ ar gestenn. & Dre skeud. Dileuniañ e galon. HS. goulloiñ. II. V.g. 1. (db. an dour) Sevel uheloc'h eget ar ribl en doare ma tic'hlann ar stêr. Kalz dour a oa dileuniet war ar gwazhioù. 2. Trl. Na zileuniañ : chom ken leun ; delc'her da vezañ hentet. E yalc'h, kaer a oa tennan anezhi, ne zileunie ket. An iliz ne zileunie ket. An ostaleri ne zileunie ket gant an everien.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

An osteleri neuze ne zileunie ket gant an everien gwin-ardant.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Hemañ ne zileunie ket adalek 5 eur enderv betek mare koan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.163

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial