I. Doar./Stn.
1. Digempenn.
Ur barv hir ha diskempenn. Ur vaouez diskempenn.
6. Bezañ diskempenn war, war-dro udb. : bezañ lous ha dizurzh e draoù.
Ar paotr-se zo diskempenn war e zilhad. Diskempenn eo war-dro he zi.
2. Bezañ diskempenn e-keñver ub. : bezañ kalet outañ.
Diskempenn a-walc'h eo bet an dud en e geñver evit nac'h outañ un dornadig gwenneien.
II. Adv.
1. Lous hag en disurzh.
Ardremez an ti a oa bet lezet diskempenn.
2. Trl.
Ober diskempenn war udb. : e foranañ.
An Iliz ne ra ket diskempenn war ar pezh a vez roet dezhi.
HS. digempenn.
ES. kempenn.
Un ti daou estaj e oa, en-dro dezhañ gwez bras a oa chomet diven e-pad keid-all amzer ma oa gant al lec'h an tres diskempenn ha kevrinus eus an tiez a dremen enno istorioù spouronus Edgar Allan Poe.