Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. Doare udb., ul linenn pe ur c'horreenn dh., a ya war-draoñ. Diskenn zo eno gant an hent. Redoù aer war-grec'h ha war-ziskenn. B. Dre skeud. 1. Digresk. Lakaat diskenn war ar goproù, ar prizioù. Gwerzhañ gant diskenn-priz : gant distaol. HS. rabat. 2. Trl. Hep goulenn* na diskenn. 3. Trl. skeud. (db. ar veajourien, ar gantreerien) OBER E ZISKENN E : kemer lojeiz e. Ober a ra bep gwezh e ziskenn en ostaleri-se. Ar beorien a rae o diskenn en ti-se. & Trl. An ostaleri-se zo diskenn enni : zo darempredet-stank. & Ober e ziskenn (en ur porzh) : dilestrañ. II. G. 1. Lec'h ma'z eer war-draoñ. Kompez e oa betek diskenn ar Vilin Vihan. En diskennoù hag er savioù. HS. dinaou, diribin. ES. grav, krec'h, sav. 2. Dre skeud. Argad, donedigezh trumm. Gant aon rak un diskenn enebourien en aod. Graet o deus an archerien un diskenn eno.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

diskenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg descente

un diskenn a vistri-vicherourien

1732
Daveenn : GReg pg (une descente d') experts

an diskenn eus ar Spered-Glan

1732
Daveenn : GReg pg (la) descente (du Saint Esprit)

diskennoù

1732
Daveenn : GReg pg descente

an diskenn eus ar menez

1732
Daveenn : GReg pg (la) descente (de la montagne)

an donedigezh vat, an diskenn eürus, eus ar spered santel war an ebestel

1732
Daveenn : GReg pg (la descente du Saint) Esprit (sur les Apotres)

an diskenn eus an dour

1732
Daveenn : GReg pg (le) courant (de l'eau)

monet a-enep an diskenn eus an dour

1732
Daveenn : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau)

diskenn

1732
Daveenn : GReg pg descendance (suite de filiation), descente

diskennoù

1732
Daveenn : GReg pg descente

diskenn

1850
Daveenn : GON.II pg diarros, pg diskenn (Descente, l'action de descendre. L'action par laquelle on descend, on porte en bas. Pente. - Visite judiciaire. HV.)

diskennoù

1850
Daveenn : GON.II pg diskenn (Descente, l'action de descendre. L'action par laquelle on descend, on porte en bas. Pente. - Visite judiciaire. HV. Pl.)

Tenn eo an diskenn.

1850
Daveenn : GON.II pg diskenn (La descente est roide).

diskenn

1931
Daveenn : VALL pg baisse

diskenn prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse

Hon diskenn a raemp 'ti ar Simon.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Daveenn : EURW.1 p29-30

Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Evel ma oa ar vein a weleadoù e veze aes, gant ar c'hompas, gwelout war be du e oa troet ar gwelead e-keñver an norzh magnetek, peogwir e talvez linenn blaen an dour da verkañ an tu-se, ha diouzh un tu all e oa aes ivez muzuliñ pouez diskenn pep gwelead, pa veze hemañ bet kempennet mat.

1985
Daveenn : DGBD p72

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial