Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) An daou ezel traoñ. Poan em eus en unan eus ma divesker. Sonnet eo e zivesker outañ. An divrec'h hag an divesker. & Trl. Reiñ bec'h, reiñ lusk d'an divesker, d'e zivesker : redek kuit. 2. (db. ar pevarzroadeged) Pavioù. Er prad e oa ur c'havr, seder war he divesker. HS. divhar. EVEZH. : ar ger divesker n'en deus furm unan ebet.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

divesker

1850
Daveenn : GON.II pg esker (jambe, partie du corps de l'animal, depuis le genou jusqu'au pied. Ce mot, dans ce sens, ne s'emploie plus aujourd'hui au singulier, mais seulement au plur. duel, "diou esker" ou "div esker" ou "divesker" ou "diousker", les jambes).

divsker

Koeñvet eo va divesker.

1850
Daveenn : GON.II pg esker (j'ai les jambes enflées).

divesker

1850
Daveenn : GON.II pg esker (jambe, partie du corps de l'animal, depuis le genou jusqu'au pied. Ce mot, dans ce sens, ne s'emploie plus aujourd'hui au singulier, mais seulement au plur. duel, "diou esker" ou "div esker" ou "divesker" ou "diousker", les jambes).

E-pad m'on gwallgaset, m'eo din fall an amzer / E verr, pa vezo aet an dud d'ar parkeier, Me a denno ac'hann ganen va disvesker.

1867
Daveenn : MGK p43

Gwell a se ! A-raok mont en hent, deus da gemeret un tamm bara hag amann ; an dra-se a lakaio bole en da zivesker.

1878
Daveenn : EKG.II p.219

tanet eo ma devesker ouzhin

1909
Daveenn : BROU p. 427 (j'ail les jambes échauffées)

A-benn ar fin, un hirvoud hir, ur varailhadenn sklintin, ur c'houblad treid o plavañ war al leurenn, o trotal 'trezek an nor, hag e oa dirazon ma aotrou bihan, heñvel ouzh un diaoulig, e lost e roched, blev du war e zivesker ken stank ha re ur marmouz, ha pikouzet e zaoulagad...

1944
Daveenn : EURW.1 p80

Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Kregiñ e reas ar c'hrenerezh en e zivesker; krenañ a rae, hep ma c'helle mirout.

1949
Daveenn : SIZH p.59

« Lugañ a rae al lann oc'h ma divesker. »

1960
Daveenn : PETO p86

Diouzh ar beure e vez tu da leinañ adalek seizh eur hag, ur wech leinet, e plij din mont da ober un droiad war ar pont evit dirennañ va divesker, d'ar mare ma ne vez c'hoazh koulz lavaret den war vale.

1985
Daveenn : DGBD p11

Azezañ a ra war ar gador a-geñver din, he divesker stok-ha-stok, he daouarn a-groaz war he barlenn.

2015
Daveenn : EHPEA p.74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial