Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat da fiñval en-dro (ar pezh a oa morzet). Divorzañ an divesker. Tostait eñ ouzh an tan evit e zivorzañ. HS. dic'hourdañ, digropañ, dihuniñ. 2. Dre ast. Lakaat da fiñval, da vont en-dro. Divorzañ e izili. HS. dic'hourdañ, dirennañ, diroufennañ. 3. Dre skeud. Lakaat da vezañ oberiant en-dro, war tachenn ar spered. Divorzañ an den. HS. dihuniñ, divorediñ, divorfilañ. II. V.g. Kregiñ da fiñval en-dro, paouez a vezañ morzet. Pa zivorzas ma izili, e savis d'ober un nebeud kammedoù war an aod. Dieubet e vezont diouzh ar strobinell-se ha divorzañ a c'hellont neuze. [1877] evel pa vije divorzet en un taol e zivesker skornet a-zindan ar pont.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

zivorzet

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (la jambe engourdie), (un homme, un cheval &c.)

divorzañ

1732
Daveenn : GReg pg degourdir (la jambe engourdie), (un homme, un cheval &c.)

ret eo e zivorzañ

1850
Daveenn : GON.II pg divorza

divorzañ

1850
Daveenn : GON.II pg divorza

zivorzet

1850
Daveenn : GON.II pg divorza

Ar C’houilh a sav e vazh hag a sko tri pe pevar daol, a-dro-chouk, war benn ha war diskoaz an den gwenn, gant kement a nerzh ma voe klevet Loull ar Bouc’h o yudal hag o kemeret a-nevez an tec’h, evel pa vije bet adarre an tan war e lerc’h, evel pa vije divorzet en un taol e zivesker skornet a-zindan ar pont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.133

Dre ma sklaerae o mennozhioù, o zeodoù ivez en em zivorze, ha pep hini a gonte d’ar vartoloded all, deut d’an ostaleri evit gouzout an doare, ar pezh a oa bet c’hoarvezet gante.

1925
Daveenn : BILZ2 p.113

Ma teu neuze d'un aezhennig roufennañ an dour, e vezont dieubet diouzh ar strobinell-se, ha divorzañ a c'hellont neuze.

1985
Daveenn : DGBD p85

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial