Doar.
1. (gant un av. rener)
A zegas plijadur.
Ebat eo pourmen pa vez heol.
HS. bourrus, kaer, plijadurus, plijus.
2. Dre fent
Aes, brav.
Te zo ebat dit ober goap.
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Il se glorifie de son vice.)
N'eo ket ebat goulenn ! — Kaer o devoa leñvañ / Ha lavaret penaos en em gavent eno, / Petra oa c'hoarvezet ; an dud e-biou dezho / A yae hep ober van, hep sellet zomuiken.
Ne ket ebad goulenn ! — Kaer ho devoa lenva / Ha lavaret penaoz en em gavent eno, / Petra voa c'hoarvezet ; ann dud e-biou d'ezho / A iea heb ober van, hep sellet zo-mui-ken.
1867
Daveenn :
MGK
p78
Evelato, ne chomas pell ; / Laret a reas d'he mignounez : / — « Ebat eo va doare ganez, / Ha koulskoude gwell eo va zi ; / Deus ganen, eürus e vezi. »
Evelato, ne choumaz pell ; / Laret a reaz d'he mignounez : / — « Ebad eo va doare gan-ez, / » Ha koulskoude gwell eo va zi ; / » Deuz gan-en, euruz e vezi.
1867
Daveenn :
MGK
p127
Tamall grwagez a zo ebat, / Diaes eo evelto ober ar mad.
Tamall gragez a zo ebad, / Diez eo evel d-ho ober ar mad.