Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. A. (db. an dud) Perzh ub. a c'hall mestroniañ un danvez, ober pe kompren udb. Kaout barregezh. Dister eo e varregezh war an dachenn-se. B. (db. an traoù) 1. Kementad brasañ a c'hall bezañ lakaet en un endalc'her. 2. Dre ast. (db. an hentoù) Niver uhelañ a girri, a vigi, a c'hall daremprediñ un hent, ur stêr, h.a. Barregezh treuzdougen ur ganol. II. B. 1. (db. an dud) Mestroni war tachenn pe dachenn. Tapout ur varregezh nevez. 2. Live uhelañ a c'hall bezañ tizhet gant udb. Barregezh kenderc'hiñ ur vro. 3. Araezioù danvezel - anezho tud, miradoù gremm, h.a.,- zo e-kerz ur stroll tud pe a c'hall bezañ lakaet en e gerz. Barregezhioù ar c'hondon. Barregezhioù ur vro.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

An Dr Jekyll a heulie ivez ar reolenn-se ; un den e e bemont vloaz e oa, bras, korfet-mat, dezhañ un dremm diroufenn, un disterig gwidreüs marteze, hogen a ziskoueze barregezh ha madelezh

2012
Daveenn : DJHMH p32

Da gentañ, peogwir e kav din ez eo dleet dit en abeg da'z parregezhioù.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.

2015
Daveenn : DISENT p78

M'o deus ar boliserien douetañs war ho parregezh, a gorf pe a spered, da anduriñ ur prantad dindan evezh e c'hallfont ho rediañ da welet ur medisin.

2015
Daveenn : DISENT p169

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial