"orin" g.
Goude meur a zael, eo en em lakaet an holl a-unan, koulz lavaret, a-zivout orin an aberioù, abaoe studiadenn-ziazez De Martonne.
Dinan, avat, mar deo bet kêr-a-vrezel ; Dinan, mar deo bremañ kêr-skouer an artizaned, n'he deus ket mezh gant he orinoù. Keuz dezho ne lavaran ket.
An daou zen harpet ouzh ar bourzh a oa va c'henbeajourien, an daou ijinour a orin rusian.
An ilizoù gotek kentañ er rouantelezh c'hall, e bro orin ar savadurezh-se eta, roet loc'h dezho kant vloaz a-raok deroù savidigezh Sant-Kaourantin, a oa dija uheloc'h egeti (Noyon 23m, Sens 24m, Laon 24 m).
Trapenn d'ar strizhder spered-se e voe echuet ilizoù meur zo en un stil na zeree e nep doare nag ouzh ar vro nag ouzh ar mare ma oa bet danzeet an iliz orin.
Seul izeloc'h orin sokial an dud tamallet diouzh hini ar barner, seul bounneroc'h ar c'hastizoù eta !
Ar re-se eo a addegasas skridoù orin Homeros da Europeidi ar c'hornôg hag ar gwalarn pa voe dav dezhe tec'hout diouzh Bizañs, lanv an Islam war o seulioù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
orin