Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (hep renadenn) A. (db. an dud) 1. En ur stad vat evit gallout (ober udb.). Dres a-walc'h en em gave barrek, er mintin-se. Ne vi ket barrekoc'h a se. & Dre skeud. Saveteet. Lavaret ez eus dezhi ez eo barrek bremañ. 2. Termen a reer gantañ evit lavaret emeur diwar ziouer a netra, ez eur mat er stad m'emeur, ez eur echu gant ul labour bnk. Bremañ pa'm eus un ti ez on barrek. Me zo barrek a-walc'h, a soñjen. Emberr e vimp barrek. B. 1. (db. an endalc'herioù) [1927] Leun-barr. Pask gleb ha Meurlarjez kailharek / A laka an arc'h da vezañ barrek. 2. Deuet en e wellañ, en e vent, h.a. Barrek eo da garotez. II. (dirak ur renadenn degaset gant un ar.) A. (db. an dud) 1. (dirak an ar. da hag un av.) [1927] A c'hall dont a-benn (d'ober udb.) dre m'en deus nerzh korf, nerzh spered pe varregezh a-walc'h. Bezañ barrek da reiñ ur roustad da ub. Barrek on d'ober hep an dra-se. Pare eo da c'har, bremañ out barrek adarre da vale. 2. (dirak un ak. degaset gant an ar. da) Bezañ barrek d'ul labour : bezañ e stad, kreñv a-walc'h - a-fet spered, a-fet nerzh - d'e ober. N'eo ket barrek d'al labour-se. 3. [1985] (dirak un ak. degaset gant an ar. war) Trl. Bezañ barrek war udb. : bezañ ampart warnañ, gouzout dioutañ. [1985] Barrek war ar vicher. [2015] Ur surjian barrek-kenañ. & Bezañ barrek war e daol : bezañ sur da zont a-benn anezhañ. & Bezañ barrek war ub. : bezañ kreñvoc'h egetañ. Dalc'h da grog, barrek out warnañ ! 4. (dirak un ak. degaset gant an ar. diouzh) Bezañ ennañ ar perzhioù ret evit seveniñ ar gefridi-mañ-kefridi. Bezañ barrek diouzh ul labour. Bezañ barrek diouzh e garg. & Bezañ barrek diouzh pep tra : kaout an tu d'ober al labour-mañ-labour. 5. (dirak un ak. degaset gant an ar. evit) Trl. Bezañ barrek evit ub. : gallout trec'hiñ warnañ. 6. (dirak un ak. degaset gant an ar. gant) Bezañ barrek gant udb. : kaout a-walc'h anezhañ. B. (db. an traoù) 1. (dirak an av. degaset gant an ar. da) [1943] A c'hall, a c'hallfe. An derv zo barrek da chom pemp bloaz hep sec'hañ. [1943] Froudoù dour fank o redek war ar strad, ha barrek da gleuzañ kaniennoù. 2. (dirak un ak. degaset gant an ar. war) A c'hall ober udb. Barrek eo an traktor war an daou adkarr: kreñv a-walc'h evit o sachañ. HS. gouest.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

Ivez "ampart", "dorniet-mat", "gouest", "barrek".

1923
Daveenn : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "akuit : habile, exercé ; capable (de)".

War-lerc’h Dêvokatus, an doueed end-eeun eo a renas ar seizh meuriad, o c’helennas, a skuilhas warno teñzor o furnez hag o gouiziegezh, ouzh o lakaat barrek d’o c’hefridi-veur.

1923
Daveenn : SKET p.141

Hervez m’emañ brud gant ar C’hermaned (1), p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outañ : « Ul lezenn a roin dit na vo nemet ar re greñv, ar re gadarn, ar re evezhiek a gement a vefe barrek d’he mirout. [...] »

1923
Daveenn : SKET p.138

barrek

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Capable".

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzhout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. [...] E vab Tritios (3) eo a gase ar vegin en-dro.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

barrek

1924
Daveenn : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Apte, capable".

barrek

1927
Daveenn : GERI.Ern pg barrek

barrek

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aptitude (s'emploie sans complément pour qui a des aprtitudespour, apte à, le service militaire, le métier, etc.)

Krediñ a ra ez eus bet, en abeg da bonnerded ar gwiskadoù-se, froudoù dour fank o redek war ar strad, ha barrek da gleuzañ kaniennoù.

1943
Daveenn : TNKN p74

Pa voemp deut barrek da lenn ha da dreiñ mat a-walc'h kembraeg e brezhoneg hag e galleg, setu ni c'hoant dimp da vont uheloc'h c'hoazh, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligoù, renet gant an Doktor Morgan Edwards.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

« Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !!.. Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

1944
Daveenn : ATST p.95

Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.

1944
Daveenn : ATST p.122

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

N'eo ket barrek war ar benveg, rak stlejañ a ra war an ton, ken eo tristidik ha hiraezhus.

1949
Daveenn : SIZH p.65

Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !

1949
Daveenn : SIZH P.51

- ...Ma vimp barrek da brezeg he lezenn pa vo ac'hanomp beleien ha menec'h. Kaerat kefridi embann ar garantez d'ho nesañ !...

1949
Daveenn : SIZH p.50

Chañs am boa bet c'hoazh da gaout ar rummad a oa deut ganeomp eus ar Fernan Vaz, int-i hag a oa dija barrek war ar vicher.

1985
Daveenn : DGBD p63

Ret eo d'an den [ar vouezh aotreet] anavezout mat an danvez evel-just, met ivez bezañ barrek war teknikoù an atersadennoù evit bezañ komprenet gant ar gazetennerien kenkoulz hag an holl dud a welo ar pennad goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p121

Peogwir e oa ur surjian barrek-kenañ, met evel den e oa tremen hek. Da gentañ e oa gwallc'hoantek. Kignat a rae e glañvourion.

2015
Daveenn : EHPEA p39

Ouzhpenn ar strivoù graet evit kehentiñ ez eo ret dasparzhañ mat al labour evit ma teuy brav an taol, ar pezh a dalv fiziañ ar perzhioù hag ar c'hargoù er re varrekañ da gas anezhe da benn en ur mod efedus.

2015
Daveenn : DISENT p82

Met kredapl e vo ezhomm stourmerien all evit pouezañ peotramant tud gouest d'ober traoù ha n'eo ket barrek ar re gentañ d'ober -da skouer krapat, sevel ur film, ober war-dro ar mediaoù...-.

2015
Daveenn : DISENT p86

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial