Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Arc'hant paeet ingal da ub. gant un aozadur, a-benn goprañ al labour pe ar sikour en deus roet e doare pe zoare. Pañsion a vrezel. Un archer kozh, gounezet gantañ e dammig pañsion. [1954] Peurechu gantañ e amzer, e teuas a-benn ar fin d'ar gêr, met ne veze ket gwell druz ar peuriñ gant kozh wernier Krec'h Eliez daoust d' ar bañsion digant ar gouarnamant. HS. leve. 2. Arc'hant paeet d'un ti, evit ar boued hag al lojeiz. Paeañ pañsion. & Trl. Bezañ e pañsion : bezañ o chom en un ti, o paeañ an arc'hant-se. Artizaned a oa du-mañ e pañsion. 3. Dre ast. Keusteurenn. Ouzhpenn m'he deus pañsion dreut, al leanez a rank yunañ. Neuze o deveze pañsion vat : krampouezh amanennet, vioù fritet. & Dre skeud. C'hwezh ar mor hag ar bezhin zo hanter-bañsion. Ur gwele mat zo hanter-bañsion. 4. Skol ma vez lojet ha maget ar skolidi. Estregedon a oa o vont e pañsion. & Skol-bañsion Plouarzhel. & Bezañ e hanter-bañsion : bezañ maget er skol hep bezañ lojet.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

pañsion

1499
Daveenn : LVBCA p156 (pension)

pañsionoù

1732
Daveenn : GReg pg appointement

pañsion

1732
Daveenn : GReg pg appointement

— Bez' e oa teir bañsion, diouzh yalc'h an dud : kentañ, eil, teirvet.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Ur beleg a oa eno o c'houlenn digant ar gerent : « E peseurt pañsion emañ ho mab ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p31

– « Dibabet hoc'h eus ur bañsion ? », eme ma c'helenner.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Peurechu gantañ e amzer, e teuas a-benn ar fin d'ar gêr, met ne veze ket gwell druz ar peuriñ gant kozh wernier Krec'h Eliez daoust d' ar bañsion digant ar gouarnamant.

1954
Daveenn : VAZA p.9

Kalz uheloc'h eget ar gar met tost a-walc'h d'an teleski e oa ar pañsion.

2023
Daveenn : DREAM p. 114

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial