I.
Adv. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul. ; dirak un ag. pe un adv.)
Termen a dalvez da c'houlenn pe zerez kreñvder zo bet tizhet gant ur perzh bnk.
Pegen bras eo ho mab bremañ ? Pegen buan ez ae gant e garr ? Pegen alies e vezont du-se ?
[1955] Dre-se e krog ennon un tamm diegi kent stagañ gant ar pennad-mañ, hag aluzon am eus marteze oc’h anzav pegen berr e veze ar peuriñ ganin e-pad va yaouankiz, ha dre beseurt hentoù strizh am eus ranket ruzata a-wechoù.
II.
Adv.
Mui-pegen-mui, gwazh-pegen-gwazh : ken-ha-ken.
Gouelañ a rae gwazh-pegen-gwazh.
Dre-se e krog ennon un tamm diegi kent stagañ gant ar pennad-mañ, hag aluzon am eus marteze oc’h anzav pegen berr e veze ar peuriñ ganin e-pad va yaouankiz, ha dre beseurt hentoù strizh am eus ranket ruzata a-wechoù.
Dre se e krog ennon un tamm diegi kent stagañ gant ar pennad-mañ, hag aluzon am eus marteze oc’h anzav pegen berr e veze ar peuriñ ganin e-pad va yaouankiz, ha dre beseurt hentoù strizh am eus ranket ruzata a-wechoù.