Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Kannañ, skeiñ a daolioù pounner. Hennezh a veze pilet gant e vamm. HS. lopañ. & Trl. Pilat c'hwez : bazhata korf al loened lazhet a-benn o digroc'henañ aesoc'h. 2. Dre ast. Trec'hiñ, reiñ lamm da ub. da vat. Pilet hor boa hon enebour. & Dre skeud. Droukkomz (db. ub.). Hennezh a vez atav o pilat ac'hanon. HS. dispenn. B. 1. Flastrañ udb. evit e vreviñ, e ziframmañ, e lakaat a dammoù. Pilat an avaloù. Gwechall e veze pilet lann d'ar c'hezeg gant un horzh en ul laouer-vaen. 2. Trl., dre fent Pilat boued : debriñ kalz. & PEMDEZ Pilat e c'henoù : flapañ. 3. Trl. Pilat hent : redek bro, ober kalz a hent. War-bouez delc'her da bilat hent ez errujont e Kastellin. & Ent krenn Pilat a rae start. & RANNYEZH. Pilat hent : goulenn an aluzen. C. Dre ast. 1. Lakaat da gouezhañ. Ma teuas e varc'h trec'h dezhañ ha m'er pilas d'an douar. 2. Diskar, kas d'an traoñ. Pilat ar gwez, un ti. An tourter en deus pilet ar voger. II. V.g. Dre skeud. 1. (db. an heol) Skeiñ. Pilat a ra an heol. 2. (db. ar galon) Talmañ. He c'halon a bile startoc'h. HS. piklammat, pilat, piltrotat, tosiñ. 3. Kouezhañ. An tour kozh a oa en arvar da bilat. Gant un taol skoaz e kasas anezhañ da bilat a-gas war e livenn-gein. & (db. ar glav) Er penn a-dreñv alies e pile ar glav. III. V. kenem. EN EM BILAT : en em gannañ. Krog e oant d'en em bilat. HS. (en em) lardañ.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

pilat

1499
Daveenn : LVBCA p163 (piler)

pilat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg batre, piler

pilet

1732
Daveenn : GReg pg arçon, batre (frapper, maltraiter), concasser, coucher (abattre, & mettre à fleur de terre)

pilat

1732
Daveenn : GReg pg batre (frapper, maltraiter)

piliñ

1732
Daveenn : GReg pg batre (frapper, maltraiter)

hent pilet

1732
Daveenn : GReg pg (chemmin) batu

henchoù pilet

1732
Daveenn : GReg pg (chemin) batu

em biliñ

1732
Daveenn : GReg pg (s') entrebattre

pilat ur marc'heger d'an douar

1732
Daveenn : GReg pg (faire perdre les) arçons (à un cavalier), demonter (jetter un cavalier par terre)

pilat en ur mortez

1732
Daveenn : GReg pg concasser

pilat d'an douar

1732
Daveenn : GReg pg coucher (abattre, & mettre à fleur de terre)

pilat gat an treid

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler avec les piez quelque chose que ce sôit.)

pilet gat an treid

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler la vendange, écraser le raisin avec les piez, pp.)

pilat an hent

1732
Daveenn : GReg pg frayer (tracer, marquer le chemin)

pilet an hent

1732
Daveenn : GReg pg frayer (tracer, marquer le chemin, pp.)

Ar sent o deus pilet deomp an hent eus ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Les Saints nous ont frayé le chemin de la vertu.)

Gant ur chaseer[,] skoet marv, / Ur c'harv / Hag ur garvez en e gichen, / Pilet o-daou en ur dremen, / A oa eno war al leton / Pleget o fenn, mik o c'halon.

1867
Daveenn : MGK p96-97

Rankout voe d'ar falc'her, 'raok mediñ e hordenn, / A-raok pilat an hoc'h war e gein oc'h torgenn, / Rankout e voe dezhañ dornañ yud, darc'haiñ sonn, / Evit gallout tizhout bete poull ar galon.

1867
Daveenn : MGK p97

O welet ar c’hi o chom a-sav, ar soudarded a grie : — Kis, kis, Polidor ! Pil, pil 'ta !

1878
Daveenn : EKG.II p.28

pilat

1909
Daveenn : BROU p. 409 (ce mot a le sens exclusif de : fesser)

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

pilat e c'henoù

1931
Daveenn : VALL pg babiller

Noblañsou Pariz ha Bro-C’hall / ' Zo tuet holl d'ar roue fall ; / Met kement-se ne vern / Pilet ' vint bern-war-vern.

1960
Daveenn : PETO p45

E c'hallfe bezañ zoken e vefe bet mañsonet tro-dro d'ar chantele kozh ha na vefe bet pilet nemet a-nebeudoù, bep ma kreske egile.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Hervez ar gaoz e oa gwelet oc'h en em bilat gant martoloded estren en un davarn vorn e parfont Whitechapel hag e oa e darempred gant laeron ha falsvoneizerien hag ez anaveze tunioù o micher.

2015
Daveenn : POLDG p. 223

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial