Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Boaz en devez ub. d'ober e brenadennoù en ur stal bnk. 'Meus aon n'en do ken ma fratik. 2. Den zo boas d'ober e brenadennoù en ur stal bnk. Ur wech echu o frenadenn e veze pedet ar pratikoù da danva kig-sall an ti. HS. arval.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

pratik

1499
Daveenn : LVBCA p168 (pratique)

E studi ma zad e oa Sul-gouel-pemdez un dibun a dud -a bratikoù- o tont da glask kuzul war o aferioù luziet, pe da ober ur « merk » bennak.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

An aotrou Cavalier a oa ur pratik mat d’an ti-se, hep reiñ da c’houzout da zen ebet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù. — « Pet lur ’po ? » — « Lakait din ur bara a bemp lur. »

1944
Daveenn : ATST p.87

Lakaat war-wel an doareoù-se d'ober a vo unan deus palioù an obererezh eta, evit ma vo heuget ar boblañs -pe ar pratikoù, an dilennerien, an ensavadurioù, hag all, hag all...- gant hon enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p82

Pouezus eo kehentiñ e-pad an taol : davet an dud a zo war al lec'h, implijidi ar burevioù dalc'het ganeoc'h, pratikoù ar stal e-lec'h ma lârit [m'emaoc'h o lâret] un "oferenn" evit ar beveziñ santel, ha kement zo...

2015
Daveenn : DISENT p131

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial