1. [1499, 1732, 1909] Distaol (II B 1).
Rabat zo war ar saout. Goulenn rabat
&
(impl. da anv unan)
Aotren ur rabat. Hep na ve evit an dra-se rabat ebet war an tailhoù
&
(impl. da ar.)
Evit nebeutoc'h eget.
N'en roin ket rabat 20 real.
2. Digresk.
Kresk pae pe rabat labour. Daoust ma'z oa un tamm rabat abaoe un nebeud bloavezhioù, e chome c'hoazh war-dro un tri-ugent mil den bennak. Siwazh ! rabat zo : ober a reer nebeutoc'h an dra-se
&
Trl.
Mont war rabat : nebeutaat.
Ar gristenien eus an orin gozh, hag a ya siwazh! eus an eil bloaz d'egile war rabat!
&
Trl. skeud. (db. an dud)
Bezañ rabat en ub. : bezañ divarrekaet.
Met d'ar poent-se dija oa rabat ennañ, bezañ m'oa danvez mat oc' h ober anezhañ
&
Trl.
Na vezañ rabat war e deod : na devel tamm.
Evitañ da vezañ war an oad, ne oa c 'hoazh rabat ebet war e deod.
3. Dinaou.
Rabat zo gant an douar
&
Tr. adv.
War rabat: war-zinaou.
War rabat ez a
&
Trl. (db. un draezenn)
Mont war rabat gant : echuiñ a-veskell.