I.
Taol kaer, oberenn dispar a chomer bamet dirazañ.
Bezañ bamet gant kurioù ub. Kurioù kaer ar brezel. Heverk eo kendalc'h oberoù ha kurioù an den-se.
II.
Tr. estl.
KUR GAER !, UR GUR GAER !
1. Troienn a implijer da ezteuler an estlamm dirak udb.
2. Dre eilp.
Troienn a implijer da ziskouez ar fae a reer war udb.
&
N'eo ket kur : troienn a implijer da ziskouez fae war udb.
Dindan eñvor ha dre ar munudoù e ouient nesanded ha kurioù ar ramzed, an anvioù anezho hag al lec’hioù m’o c’haver, pe war c’horre pe e kondonioù an douar, pe war harzoù ar bed.
Dindan envor ha dre ar munudou e c’houient nesanded ha kuriou ar ramzed, an anoiou anezo hag al lec’hiou m’o c’haver, pe war c’horre pe e koundouniou an douar, pe war harzou ar bed.
1923
Daveenn :
SKET
p.39
"kur" g. [...], liester "kurioù".
"kur" g. [...], lïesder "kuriou".
1923
Daveenn :
SKET
p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Haut fait, exploit".
Pennoù-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzhed ne ganint ket da gurioù, ar re gozh ne veulint ket da eveziegezh, an danevellourien ne roint ket da anaout da anv d’ar rummadoù da zont.
Pennou-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzed ne ganint ket da guriou, ar re goz ne veulint ket da eveziegez, an danevellourien ne roïnt ket da anaout da ano d’ar rummadou da zont.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.45-46
Da bep mare o istor e hañval ar Gelted bezañ bet ur ouenn virvidik, oberiant, tuet-dreist da gas kurioù war-raok.
Da bep mare o istor e hanval ar Gelted beza bet eur ouenn virvidik, oberiant, tûet-dreist da gas kuriou war-raok.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.24, notennoù
kur
1931
Daveenn :
VALL
pg action (d'éclat)
Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hael e tenn / Ha lâret ' vefe c'hoazh ez eo / Ur stourmer mat, ur marc'heg glev / A lez Arzhur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.
Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hêl e tenn / Ha laret ' vefe c'hoaz ez eo / Eur stourmer mat, eur marc'heg gleo / A lez Arzur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.
1960
Daveenn :
PETO
p56
Re all ac'hanomp o deus dalc'het soñj ivez marteze eus ar c'hentelioù skolaj pe lise - arabadus a-wezhioù - ma veze sachet ar gaoz war droioù-kaer ha kurioù saouzanus harozed brezelioù Troia.