Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar blev) Fuilh da vat. Blev foutouilhek. DHS. fuilhet, gloanek. 2. Dre ast. Diskempenn. [1955][...] un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho pep a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn [...]. Savet eo bet an oberenn en un doare foutouilhek. DHS. dizurzh. 3. Ki foutouilhek : ki chase dezhañ blev hir-mat ha fuilh-mat.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

ki foutouilhek

1732
Daveenn : GReg pg barbet (chien à gros poil & frisé)

chas foutouilhek

1732
Daveenn : GReg pg barbet (chien à gros poil & frisé)

blev foutouilhek

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x touffus, comme le poil d'un barbét), (des cheveux) épars

foutouilhek

1850
Daveenn : GON.II pg foutoulek (Barboteur, qui barbote, qui aime à barboter, à la manière des canards, etc.)

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Ma vije bet amañ, foutouilhek e vlev ha gwennzisliv e zremm evel atav, en dije displeget din...

1992
Daveenn : EAZB p.132

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg