Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1944, 1985, 2015] Savet a-nevez. [1944] Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux. [1985] Ar gêriadenn gozh, war ribl an Nzeme a zo koazhet da netra hag ar gêr nevez a zo bet adsavet pemp-kant metr bennak ac'hano e-kichen hent nevez Kango. [2015] Fidías : kizeller a voe fiziet ennañ goursell ar c'hizelladurioù gant Periklés pa voe adsavet ar Partenón.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Adsavet e oa bet ar c’haelioù, nevesaet an toennoù kolo pe raoskl, adlivet bannoù ha gouryev an dorioù hag addremmet ar c’hizelladurioù anezho.

1923
Daveenn : SKET p.62

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Ar geriadenn [sic, gêriadenn] gozh, war ribl an Nzeme a zo koazhet da netra hag ar gêr nevez a zo bet adsavet pemp-kant metr bennak ac'hano e-kichen hent nevez Kango.

1985
Daveenn : DGBD p73

Fidías : kizeller a voe fiziet ennañ goursell ar c'hizelladurioù gant Periklés pa voe adsavet ar Partenón.

2015
Daveenn : EHPEA p182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial