1. Perzh an hini zo friant, bagol.
Seder war gezeg leun a friantiz.
2. C'hoant embarañ.
Friantiz ar marc'h, ar maout, an tarv. Ar vuoc'h ivez a vez friantiz enni hag alies e tec'h diwar ar peuriñ evit klask un tarv.
3. (db. an dud)
Doug d'an darempredoù lik.
Ar wreg gadal a zoug he friantiz war he zal. Pa viot deut da'm oad, ez ay ar friantiz diouzhoc'h ! Ar plac'h yaouank-hont zo friantiz enni.
&
Trl.
Sevel friantiz (en ub.) ouzh ub. : dont c'hoant (da ub.) da gaout darempredoù rev gant ub.
Pa save friantiz ennañ ouzh e wreg.