Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1576, 1732, 1985] Den en deus klevet, gwelet, merzet udb. hag a c'hall rentañ kont eus an dra-se, ober an dezrevell eus an dra-se diouzh ret. [1985] Un test a oa bet, emezañ, hag en devoa gwelet va faotred o tapout krog en houad. Dek test a gavin da lavaret deoc'h ne gontan ket gevier. Meur a hini o doa disklêriet an dra-se dirak testoù. & Kemer ub. da, evit test : e lakaat da deuler pled ouzh ar pezh emeur o lavaret, evit ma c'hallfe ober an dezrevell anezhañ diouzh an dro. M'ho kemer evit test ez eo gwir ar pezh a lavaran. & (impl. da doar.) Bezañ test eus udb. : bezañ e glevet, e welet. Test eo bet eus ar burzhud-se. 2. Ent strizh. [1499, 1732, 2015] Den a c'houlenner outañ dont d'ober an dezrevell eus ar pezh en deus klevet, gwelet, merzet, a-benn klask ar wirionez diwar-benn udb. [2015] Un test a-lagad hag en dije gwelet ur c'harr en tro-war-droioù. Bezañ galvet da dest dirak al lez-varn. Diwar lavar daou pe dri zest e vo kondaonet d'ar marv. Un test gwirion, gaouiat. & Den a beder da zont da-geñver un darvoud, ul lid bnk, a-benn ma c'hallo diogeliñ diouzh ret ez eo c'hoarvezet e gwirionez. Daou dest a gemeras evit sevel adskrid ar vadeziant. Bezañ euredet dirak testoù. 3. Dre ast. (db. an traoù) Tra a c'hall degas da soñj eus udb tremenet. Ar c'hastell-se n'eo ket un ti evel ar re all, met un test eus Istor hor bro. EVEZH. Kemm. blot. ebet er furm lies goude ar gm. nag en ag. a vez da heul.

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

test

1499
Daveenn : LVBCA p193 (temoing)

[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

gervel da dest

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (prendre a (tesmoin)

fabrikañ fals testoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg suborner (de faux tesmoins)

test

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tesmoin

kemeret da dest

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (prendre a) tesmoin

test pehini a zisklêr e justis ar wirionez eus a ur fet

1732
Daveenn : GReg pg deposant(-e)

divenn da dest

1732
Daveenn : GReg pg attester (attester, appeler à témoin)

gervel da dest

1732
Daveenn : GReg pg appeller

difenn da dest

1732
Daveenn : GReg pg appeller

sevel testoù faos

1732
Daveenn : GReg pg fabriquer (des faux témoins)

difenn, gounit testoù faos

1732
Daveenn : GReg pg fabriquer (des faux témoins)

galvit an testoù

1850
Daveenn : GON.II pg test

test

1850
Daveenn : GON.II pg test

testoù

1850
Daveenn : GON.II pg test

un test direbech eo

1850
Daveenn : GON.II pg test

Ha Booz o komz ouzh an henaoured hag ouzh an holl : Testoù oc'h, emezañ, hiziv penaos, kement a zo bet da Elimelek, ha da C'helion, ha da Vahalon a zo din, pa em eus e brenet digant Noemi, Ha penaos e kemeran da c'hwreg Ruth ar Voabitez, gwreg Mahalon, evit ma tigasin a-nevez hanv an hini a zo marv en e zigouez, gant aon na ve kollet e hanv en e diegez, e-touez e vreudeur hag e bobl.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Me a yoa gantañ p’an doa gwerzhet ; da dest e voen galvet ; kredet e oan bet, evel ma’z oa dleet, hag Herve a c’hounezas e brosez.

1878
Daveenn : EKG.II p.35

kemer da dest

1931
Daveenn : VALL pg attester

testoù

1931
Daveenn : VALL pg assistant

test

1931
Daveenn : VALL pg assistant

gervel da dest

1931
Daveenn : VALL pg appeler (en témoignage)

Treset eo ar gartenn-mañ diwar ar gartenn gaer-dreist embannet er-maez a dest gant pennad P.A. Smith [...].

1943
Daveenn : TNKN p49

N’eus forzh ! Herri a zo beuzet, ha Mari a vezo marv, ha ne vezo test ebet evit lavarout : ul laer bennak a zo tremenet dre an ti.

1944
Daveenn : ATST p.77

- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Me ' gred din eo deut ar mare / Hag, emezañ, pa 'z eo dare, / Hep gortoz den da vezañ test, / Lâromp : Alea jacta est !

1960
Daveenn : PETO p78

Met va den a glaskas bezañ re fin : un test a oa bet, emezañ, hag en devoa gwelet va faotred o tapout krog en houad, o lakaat tro dezhañ en e c'houzoug, hag ouzh e blantañ en ur sac'h.

1985
Daveenn : DGBD p136

Morse ne oa bet luc'hskeudennet hag an nebeud tud a oa gouest d'e zeskrivañ en em zislavare penn-da-benn kenetrezo, evel ma ra an testoù peurvuiañ.

2012
Daveenn : DJHMH p42

[Bez' ez eus] Aozañ ar skoazell war dachenn ar justis evit ar stourmerien o defe ezhomm, da lâret eo dibab ur breutaer, sevel ur strategiezh difenn politikel ha gwirel, kavout testoù brudet a deuy da sikour ho stourm el lez-varn, ha dastum arc'hant evit bezañ gouest da baeañ ar frejoù justis hag an telloù-kastiz m'az eus ezhomm.

2015
Daveenn : DISENT p176

Lavarout a ran da Vlasopoulos degas Anna amañ warc'hoazh vintin evit an imbourc'hadur ha da zDermitzakis ober un tamm enklask tro-dro d'ar c'hKerameikos, e ken kaz ma kavjemp un test a-lagad bennak hag en dije gwelet karr pe garr en trowardroioù pe un den bennak o tougen ur seurt pakad landrammus.

2015
Daveenn : EHPEA p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial