Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Dre zic'harv. Estlammadell - anezhi distummadur ar gerioù feiz da'm Doue - a lezer diwar souezh pe diwar un taol imor. Mat eo, fidamdoustik ! Gwelloc'h eget gwin Bourdell ! Buan, fidamdoustik ! Ma dienn zo c'hwezh vat gantañ, fidamdoustik ! & [1954] va fidamdoustig. [1954] Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi. HS. che, ga, gast.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

1944
Daveenn : ATST p.22

— « Mar deo ["Mard eo"] un tammig digristen, ne dalvezo ket deomp tan an ifern. » — « O ! fidandoustik ! arabat ! arabat e vefe ! »

1944
Daveenn : ATST p.75

Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi.

1954
Daveenn : VAZA p.13-14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial