Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. ISTOR. Sammad arc'hant, marc'hadourezhioù a ranke ur Stad pe ur bobl pourchas d'unan all da arouez sujididezh. Paeañ an truaj en aour hag e sklaved. & (impl. hep gm.) Resev truaj digant an holl. 2. (impl. el ls.) Tailhoù. Sevel truajoù diwar ar beizanted. Ni eo a rank paeañ an truajoù ! DHS. gwirioù, rolloù, taos, tell. 3. Dre skeud. Labour poanius. Din-me e tegouezhe ar seurt truaj. [1954] A zo kaeroc'h, adal an devezioù kentañ dont a ris hag a zivec'his va c'henseurted diouzh an truaj ken kazus, ha setu penaos e ris va zaol. [1955] [...] ha mont va-unan-penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h [...]. DHS. lazh, reuz. HS. aner (h.g.), kouez, krogad.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

truaj

1499
Daveenn : LVBCA p199

truajoù

1699
Daveenn : Har. pg truaj

impozadur eus a ur gwir nevez, eus a un truaj nevez

1732
Daveenn : GReg pg établissement (de quelque droit)

sevel truajoù e foulañs ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler le peuple , le surcharger d'impôts, &c.)

savet truajoù e foulañs ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler le peuple , le surcharger d'impôts, &c., pp.)

Ar Flamanked o deus degaset deomp ar moulladur hag an Italianed o deus roet deomp ar chikanerezh, an uzurerezh hag an truajoù.

1732
Daveenn : GReg pg amener (les Allemands nous ont amené l'Imprimerie, les Italiens la chicane, l'usure & la maltôte).

sevel, lakaat un truaj war ar bobl

1732
Daveenn : GReg pg établir (une loi, un impôt)

Nemet paeañ an truaj a rankjont d’ar pobloù m’oa en o c’herz ar gouelec’hioù ez oant deut da vevañ enno.

1923
Daveenn : SKET p.90-91

A zo kaeroc'h, adal an devezioù kentañ dont a ris hag a zivec'his va c'henseurted diouzh an truaj ken kazus, ha setu penaos e ris va zaol.

1954
Daveenn : VAZA p.83

Aet e oa da anaon an Aotrou Hamon, rener kloerdi bihan Landreger. Gwazh a se din ! rak skoazellet e vijen bet gantañ evel gwechall pa oan kloareg dindan e veli, ha mont va-unan[-]penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h, rak hervez ma tistage va zad-kozh Biz Kamm : Neb en deus en deus, / Ha neb n’en deus ket a sell a-dreuz.

1955
Daveenn : VBRU p.8

Ofis publik ar brezhoneg