Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Termen a implijer goude flamm pe nevez-flamm a-benn kreñvaat o ster. Me a roio daou vouteg nevez-flamm-flimin deoc'h. Ho potoù a vo flamm-flimin en-dro. & Tr. adv. 1. (en un droienn c'houlennata) AR FLIMIN-FOELTR : ar foeltr. Petra ar flimin-foeltr emañ e sell d'ober ? [1954] N’ouzon ket eus pelec’h ar flimin-foeltr hor boa gallet tapout an dilhad o devoa ezhomm diouto ar c’hoarierien, met n’eus forzh, arvestour ebet ne gavas re hir an teir pe beder eur-se. HS. bed, diaoul, gagn, gast, kurun. 2. (gant verboù a denn d'un dilec'hiañ prim) D'AR FLIMIN-FOELTR : a-benn-herr. Ret eo din skarzhañ d'ar flimin-foeltr. DHS. a-benn-kaer, a-dizh, a-gas, buan, fonnus.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

N’ouzon ket eus pelec’h ar flimin-foeltr hor boa gallet tapout an dilhad o devoa ezhomm diouto ar c’hoarierien, met n’eus forzh, arvestour ebet ne gavas re hir an teir pe beder eur-se.

1954
Daveenn : VAZA p.86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial