Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a blij dezhañ bale bro. Ar foeter-bro a gemeras e visac'h. DHS. beajour, ergerzher. 2. (termen a implijer a berzh fall prl.) Den paour hep bod a gustum kantren eus an eil lec'h d'egile. [1954] Intent a rae fraezh-mat kement tra, met heñvel ouzh Salaün ar Foll na ouie distagañ nemet Ave Maria, e lavare ar foeter-bro-mañ Kanaam, hepmuiken. DHS. distaoladenn, kantreer, klasker-bara, truilheg. HS. baleer-bro, foeter-hent, reder-bro.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

foeter-bro

1931
Daveenn : VALL pg aventurier

Na rog, na poultr, na druzoni n’ho pije kavet war e dammoù dilhad, hag un « aotrou » a oa ivez ar foeter-bro-mañ, eme an dud, un denjentil eus gouenn markizien «la Tronchée » kollet ganto o holl beadra e-pad an Dispac’h bras.

1954
Daveenn : VAZA p.34-35

Da serr-noz, hervez ’gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-se…

1954
Daveenn : VAZA p.55

Intent a rae fraezh-mat kement tra, met heñvel ouzh Salaün ar Foll na ouie distagañ nemet Ave Maria, e lavare ar foeter bro-mañ Kanaam, hepmuiken.

1954
Daveenn : VAZA p.119

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial