Den zo dezhañ doareoù klufan.
[1925] [...] ur santezig klouar, ur glufan anezhi, ma oa unan er bourk.
&
Ober e glufan : klask gounit grad vat ub. gant komzoù flour, gant ardoù, evit e douellañ prl.
HS. gogez, lidour, lubaner.
Pevar bugel ha bara da reiñ dezho ?… — Evelkent unan a re ho peus, Izabel, eme unan eus ar glufaned. Kasit anezhañ war ar maez, pe d’an ospital ; unan eo deoc’h na kar na par…
Pevar bugel ha bara da rei d’ê ?… — Evelkent unan a re ho peus, Izabel, eme unan eus ar glufaned. Kasit anean war ar mêz, pe d’an hospital ; nan [sic, "unan"] eo d’eoc’h na kar na par…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)
Eus ar sent, ha, dreist pep tra, eus ar sentezed, aotrou Doue, hon diwallit ! eme unan all, leshanvet Petare, pehini en devoa trawalc’h, ha re, da ober gant e hini, ur santezig klouar, ur glufan anezhi, ma oa unan er bourk.
Eus ar zent, ha, dreist pep tra, eus ar sentezed, ôtrou Doue, hon diwallit ! eme unan all, leshanvet Petare, pehini an nevoa trawalc’h, ha re, da ober gant e hini, eur zantezig klouar, eur glufan anei, ma oa unan er bourk.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.133
klufan
1931
Daveenn :
VALL
pg adulateur
Ma 'z pije graet da glufan, ma 'z pije lipet botoù un tammig, e vijes savet gant ar skeul c'hoazh, gant da berzhioù mat. Met te ne rez ket, setu perak e vaman ganit.