Piv bennak a zo bet o sellout ouzh ar film « Mister ar Folgoad » en deus gwelet anezhañ, rak kement e taole dezhañ e vab « Salaun » m'ho pije touet e oant daou c'hevell, pe div graouenn [sic "graoñenn"] gouezhet a-ziwar an hevelep skourr.
Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.