I.
Doar./Stn.
1. Gloazet da-heul ur forsadenn.
Ur wazhienn forset.
2. Trl.
Bezañ forset da ober udb. : rankout e ober.
An holl zo forset da welet anezhañ peogwir emañ e-kreiz ar blasenn.
3. Anv-gwan-verb "forsiñ"
4. Labour forset : labour a redier ub. d'e ober hep e baeañ.
II.
Tr. adv.
Forset mat : termen a implijer e dibenn ur bomm prl. hag a dalvez kement ha anat eo, evel-just pe dre ret.
Dic'haouet em eus anezhañ, forset mat. Er milinoù e veze tud evel ma veze e lec'h all, forset mat. Forset mat, peogwir ne oa ket deuet.
Akordet voa bet d'an hugunoded gant an Edit a Naoned, meur a faver evit o surentez, hag evit egzersiñ o falslezenn ; hogen seizh vloaz ha pevar-ugent goude ez voa dre un eurvad, torret an edit forset ha domajus-se.
Accordet voa bet da'n hugunoded gand an Edid a Navned, meur a faver evit o suréntez, hac evit eçzerci o fals-lésenn ; hoguen seiz vloaz ha pévar uguent goude ez voa dre un ëur vad, torret an edid forzet ha doumaichus-ze.
1732
Daveenn :
GReg
pg (il étoit permis aux prétendus reformez par l') Edit (de Nantes l'an 1598, de &c. mais il a été heureusement revoqué en 1685)
forset
forzet
1732
Daveenn :
GReg
pg forcer (emporter par effort, ou violence, pp.)
forset un or
forzet un or
1732
Daveenn :
GReg
pg forcer (Forcer une porte, pp.)
ur sinifiañs forset
ur sinifyançz forzet
1732
Daveenn :
GReg
pg forcer (Un sens forcé, un sens qui n'est pas naturel.)