Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. A. 1. Lakaat ur bec'h war ub., war ul loen bnk., war udb. Bec'hiañ un azen, ur c'harr. Arabat e vec'hiañ re. Re e vec'hit ac'hanon. HS. kargañ, sammañ. 2. Dre ast. Kargañ re. B. Dre skeud. 1. (en tu gouzañv prl.) Lakaat diaes. Bec'hiet on gant ar berralan. Bec'hiet eo gant ar pezh zo war e galon. 2. (db. an dud) Bec'hiañ ub. : e damall, teuler ar bec'h warnañ. Perak e vec'hiañ e-giz-se ? II. v.g. Strivañ (da), poaniañ (da). Bec'hiomp da glask koumananterien nevez. Skuizhañ dre forzh bec'hiañ. Bec'hiañ a rankan c'hoazh evit dont a-benn eus ma labour. EVEZH. Distagañ a reer ar furm bec'h (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['bexj]

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

bec'hiañ

1499
Daveenn : LVBCA p34 (chargyer, greuer)

bec'hiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bec'hia

bec'hiañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg charger (un homme, lui mettre quelque fardeau)

bec'hiet

1850
Daveenn : GON.II pg béc'hia (Charger. Accabler. Peser. Etre pesant. Etre à charge. Part.)

E vec'hiañ a ra.

1850
Daveenn : GON.II pg béc'hia (Il l'accable).

bec'hiañ

1850
Daveenn : GON.II pg béc'hia (Charger. Accabler. Peser. Etre pesant. Etre à charge), samma.

bec'hiañ

1909
Daveenn : BROU p. 205 (accabler)

bec'hiañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bec'h

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial