Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. C'hoari ma vanner pezhioù houarn ront ha pounner a-benn tizhout pe tostaat d'ur pal a c'hall bezañ pe ur pezh koad kranennek pe ul linenn pe c'hoazh ur voest. C'hoari galoch, c'hoari ar c'haloch. & Pezh galoch : pezh houarn ront a vanner da c'hoari ar c'hoari-se end-eeun. II. B. 1. Pezh koad kranennek a lakaer da bal pa c'hoarier ar c'hoari-se end-eeun. An tostañ ma c'hallent d'ar c'haloch. 2. Trl. Lakaat udb. war ar c'haloch : lakaat klaoustre war udb. war un taol tu pe du. Lakaet en doa tout e dammoù gwenneien war ar c'haloch.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

C'hoari galoch, pe c'hoari pezhioù. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar pezhioù a oa pladennoù houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet ront.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

War ar galoch, e lakaed bep a wenneg -pe bep a vouton bragoù d'ar vugale-.

1944
Daveenn : EURW.1 p22-23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial