I. V.k.e.
1. (db. ar c'hroc'hen)
Leskiñ, kignat dre forzh frotañ ouzh udb.
2. Dre skeud.
Hegaziñ.
Ne ranker ket monet d'e c'harchennat na d'e atahinañ. Ne oa ket brav garchennat ar Vretoned en amzer-se.
II. V.k.d.
GARCHENNAT OUZH (UB.) : e hegaziñ.
Hini ned eo aet da c'harchennat ouzh an eskob goude-se. Ne oa ket ar pred da c'harchennat outi, daoust d'he fasianted !
&
Trl., dre fent
Garchennat ouzh ar pesked : pesketa gant ur walenn.