1. Stumm ur beg dezhañ.
Ur fri hir beget evel ur minaoued. Pa vo beget mat ar peulioù e vo aesoc'h o sankañ en douar.
&
Dre ast.
Uhel e veg betek re.
Ur garg foenn beget. Ur c'hementad mat, karget start, ha beget da zisac'hañ.
&
(gant un ag. spizer)
Ur blaenenn leun a vein-gailh beget-lemm. Botoù-lêr beget-pik.
2. (db. an evned)
Zo ur pigos dezhañ.
Ul labous beget evel ur sparfell.
3. Dre skeud.
Forc'hek.
Erru eo beget da vlev.
&
(db. an dud)
Teodet.
Ar c'hemener zo beget mat, ha rimadelloù en deus leizh e sac'h.
4. Dre skeud.
Trl.
Bezañ beget e galon : bezañ ankeniet.
Ael ar marv, beget e galon o welet kement-se a garantez, a chomas sebezet.
&
Trl.
Chom beget war e galon : bezañ chalet.
Al leanez a chomas beget war he c'halon gouzout piv a oa ar beleg.
Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.