I. (db. an dud)
1. Gouez ha rust e zoareoù.
Brud o deus da vezañ gars. E dad a oa un den gars a-walc'h ha yen gant an holl.
&
Trl.
Ober e zen gars : e zen feuls, gouez, sot.
&
Dre gunuj.
Loen gars : den gouez ha rust.
A-greiz-holl, setu eñ warnon, al loen gars !
2. Sot.
N'on ket gars a-walc'h da fiziout war ger ar re all. Petra ne'm bije ket klevet mar bijen bet gars a-walc'h da lakaat an div frazenn-se dindan e fri !
&
Trl. kv.
Bezañ gars evel ur penton, evel e dreid : bezañ sot-kenañ.
&
Trl. skeud.
Gars da stagañ, da bennaskañ, bezañ gars ken ez eo faout bizied e dreid : sot-tre.
II. (db. an traoù a c'hoarvez)
Sot.
Traoù gars evel-se eo gwelloc'h chom hep komz anezho.