Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den ezel eus ur strollad pobloù a ledas o sevenadur war ul lodenn eus Europa (etre ar Vvet kantved kent J.-K. hag ar Iañ kantved goude J.-K.), a gomze ur yezh indezeuropek. Un nebeud gerioù keltiek a oa bet degemeret gant ar C'hermaned. Argadennoù ar C'hermaned a-enep an Impalaeriezh Roman.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

(1) [...] gant pobloù-all Hanternoz an Europ, Germaned, Slaved ha Finlandiz, Kezar, Commentarii, VI, 21 [...].

1923
Daveenn : SKET p.53

(1) Eus ar skoedoù bras livet e gwenn e rae an hen-skrivagnerien tra ar Gelted hag ar Gimbred, eus ar skoedoù livet e ruz tra ar C’hermaned, eus ar skoedoù livet e du tra an Aried (Arii).

1923
Daveenn : SKET p.78

Darempredoù a zo bet a-viskoazh etre an Henc'hresianed ha pobloù an Hanternoz pe ar Gwalarn - Kelted pe C'hermaned - gras da genwerzh ar staen hag ar goularz da gentañ, ha, pell-pell goude, gras d'an darempredoù stank a veze etre Impalaeriezh Bizañs hag ar Skandinaved, anvet Rus pe Varegiz, darn anezhe o servijañ evel gopr-soudarded e Konstantinopoulis.

2016
Daveenn : ILIAS P 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial