1. (db. an evned)
Kribenn.
Ur c'hilhog, ruz e glipenn.
&
Trl. skeud.
Diskar, diskenn e glipenn da ub. : e lakaat da goll e lorc'h, e hardizhegezh.
Yannig a soñjas e oa deuet ar c'houlz da ziskenn e glipenn da hennezh.
&
Bezañ kouezhet da ub. klipenn hag askell : bezañ aet trist, mantret, mezhek.
Veig e oa kouezhet dezhañ klipenn hag askell.
2. Kuchennad blev pe pluñv a weler war-c'horre un tokarn.
3. Hupenn a ginkl ur pennwisk.
War e benn ur boned hir a gouezh ar glipenn anezhañ war e skoaz.
&
Ent strizh, gwechall
Hupenn a ginkle bonedoù ar merc'hedigoù hag a enebed ouzh hini bonedoù ar baotredigoù, a veze graet an doupenn anezhi.
&
Boned-klipenn : boned, outañ ur glipenn.
HS. hup, kribell, kribenn.
4. Pemdez
Dremm.
D'e goan e oa ruz e glipenn.
&
Trl. skeud.
Bezañ tomm e glipenn : bezañ mezv.
Daveenn :
GReg
pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)
klipennoù
clipenëu
1732
Daveenn :
GReg
pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)
klipennoù
klipenneu
1850
Daveenn :
GON.II
pg klipen (Crête, morceau de chair rouge qui vient sur la tête de certains oiseaux. La huppe que quelques oiseaux ont sur la tête. Aigrette. De plus, sommet, cîme. - Cimier d'un casque. Pl.)
klipenn
klipen
1850
Daveenn :
GON.II
pg kribel, kriben, pg klipen (Crête, morceau de chair rouge qui vient sur la tête de certains oiseaux. La huppe que quelques oiseaux ont sur la tête. Aigrette. De plus, sommet, cîme. - Cimier d'un casque).
klipenn
1931
Daveenn :
VALL
pg aigrette
Notennoù studi
S.o. ar fichenn "kribenn-ar-c'har" ivez.
Lenn a reer e GON.II e vez graet gant ar ger "klipen" e Bro-Gerne hag e Bro-Wened.