Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. 1. Gwechad tañva udb. Ober un tañva d'ar boued. Trawalc'h am bo gant un tañva. HS. tañvadenn. & Trl. skeud., PEMDEZ Na vezañ nemet un tañva da ub. (war un dachenn, ur c'hraf bnk.) : na vezañ netra e-skoaz dezhañ. N'omp nemet un tañva d'ar re-se war ar c'hoari melldroad. 2. Dre skeud. Santadur a zeu diwar bevañ pe anavezout udb. e-pad ur pennad amzer hag a ro tu d'an den d'ober e soñj mui pe vui diwar-benn an dra-se. Ne'm eus bet nemet un tañva anezhañ. N'en deus bet nemet un tañva eus ar pezh zo o c'hortoz anezhañ. & Trl. Reiñ un tañva da ub. : e lakaat da anavezout udb. o tiskouez dezhañ darn anezhañ. En deiz-se o doa roet un tañva eus ar gouel bras a oa da vezañ lidet kalz goude. Karet em bije reiñ deoc'h un tañva eus ar prezegennoù bouedek-se. DHS. alberz.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

an tanva

1699
Daveenn : Har. pg tañva

tañva

1909
Daveenn : BROU p. 427 (de quoi gouter)

n'omp ket un tañva da Gerneviz

1931
Daveenn : VALL pg approcher (nous n'approchons pas des Cornouaillais)

tañva

1931
Daveenn : VALL pg aperçu, avant-goût

Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak.

1944
Daveenn : ATST p.63

un tañva eus an aergelc'h a oa eno o devezo lennerien Varr-Heol en ur lenn diskleriadur Yann Talbot, en anv Kuzul ar Brezhoneg

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

Dont a ra ar c'habiten da ober ur gwel all deomp, hag evel ma 'z eus ur galafrennad likur jenevra war ar stal, ne deomp ket d'hor gweleoù hep bezañ graet un tañva da likur broadel Izelvroiz.

1985
Daveenn : DGBD p146

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial