Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Chom dihun a-ratozh d'ur mare ma vezer o kousket dre voaz. Me zo mat da veilhañ, ne sav ket c'hoant kousket din. & Chom da veilhañ goude koan : kemer perzh en ur veilhadeg. II. A. V.k.d. 1. Eveshaat ouzh un den klañv, ul loen. Beilhañ war ul leue, ur c'hlodad moc'h bihan. 2. Dre ast. (db. emzalc'h bred an dud) [2015] Bezañ war evezh a-benn chom hep diskouez ar pezh a soñjer, a santer. Beilhañ war e deod, e soñjoù, e galon. [2015] En em groaziañ a ra ha lavarout chuchumuchu, "Doue, beilh war ma genoù". 3. Ent krenn Bezañ war evezh, diwall mat. Beilhit pizh ha taolit evezh ! B. V.k.e. 1. Eveshaat ouzh un den klañv. Beilhet he deus he fried a-hed an noz. 2. Chom e-tal gwele un den marv e-pad an noz evit seveniñ lidoù kañv.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

beilhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 veiller

beilhañ

1909
Daveenn : BROU p. 205

Gourvez da ziskuizhañ. Evidomp-ni, e veilhimp hag e poagnimp da roeñvat.

1923
Daveenn : SKET p.109

beilhañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg beilh

En em groaziañ a ra ha lavarout chuchumuchu, "Doue, beilh war ma genoù".

2015
Daveenn : EHPEA p49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial