Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Fellout.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Hec’h-unan-penn e c’hallfe tremen, nemet n’houl ket dilezel an div alarc’hez du.

1923
Daveenn : SKET p.114

Ret dezho kavout a-walc’h ar c’hornioù-douar pellañ diouzh ar stêrioù-meur hag an hentoù-bras, an douaroù difrouezhusañ n’en doa den goulet anezho betek-henn, bevañ-bevaik er baourentez eo a rejont.

1923
Daveenn : SKET p.90

Mar n’houlez ket dastum terzhienn, n’i ket da sevel da logell er geunioù, e-lec’h m’emañ chag an dour ha ma teu da verniañ ha da vreinañ en o strad delioù ha barroù gwez ha korfoù-marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.28

Ne c’houle a briz ebet mont da zibriñ ouzh taol vras an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Setu ma tigouezhis just e-kichen gwele ar « pion », 'lec'h ne c'houlle den ebet mont, 'vel-just.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Mes an deiz war-lerc’h, e lavaras an itron Bodeur din : « Ne c’houlan ken gwelout an aotrou-se o tont ouzh taol ar sal. Amañ ‘z eus bet peoc’h atav, ha ne fell ket din cheñch giz… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet [e]m eus marc’had ». « N’eus forzh avat, paeet e vo ur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Ur wech bennak e c’hallfes bezañ lazhet pe laeret er c’hoz toull born-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Kounnar ruz o welet mogerioù sal Aoregan goloet a skritelloù gallek o c'houl ur statud evit ar brezhoneg. N'eo ket e yezh ar gwasker e vo saveteet yezh ar re wasket.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Daveenn : DISENT p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial