Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. DISPRED. [XVvet kantved] C'hoant bras (d'ober udb.). [14..] Ne c'hallfen ket e sikour, m'en test, evit gourvenn. 2. Dre ast., BREMAÑ [1659] Gwarizi. [1659] Gourvenn. [1659] Kaout gourvenn ouzh. [1850] Disec'hañ a ra gant ar gourvenn. HS. avi, gourvennerezh, gourventez

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

kaout gourvenn ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enuier

gourvenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enuie

gourvenn

1850
Daveenn : GON.II pg gourvenn (envie, déplaisir que l'on a du bien qui arrive à un autre. Jalousie), gourveñt

disec'hañ a ra gant ar gourvenn

1850
Daveenn : GON.II pg gourvenn (l'envie le fait dessécher)

gourvent

1850
Daveenn : GON.II pg gourvenn (quelques-uns prononcent gourveñt), gourveñt (dédain, fierté, arrogance, vanité ; je ne connais ce mot que par le Dictionn. de Le Pelletier, qui le donne cependant comme du dial. de Léon)

Na ve ket e vefe etrezoc’h rendael, droug, gourvenn, droukrañs, kasoni.

1923
Daveenn : SKET p.51

Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.

1923
Daveenn : SKET p.67

"gourvenn" g.

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Jalousie".

"gourvenn" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.129 « Geriadurig », "Rancune".

En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial