Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kementad ken bihan ha ken munut ken na dalvez netra koulz lavaret. & (gant verboù pe troiennoù a denn d'an debriñ) [1867] Termen a dalvez netra pe dost. E-pad ur sizhun e chomo hep ur c'hriñsenn da lakaat etre e zent ! N'en doa tamm da zebriñ na griñsenn da reiñ d'e vugale. Abaoe dec'h da greisteiz ne 'm eus debret griñsenn. [1867] Hep ur c'hriñsenn e rankit en ho stad, glaouriñ gant an naon. [1877] [...] evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale. DHS. drailhenn, lomm, poulifrenn.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Eno, ker paour ha Job, gleb-dour-teil, hanter noazh, / Un truez-o-gwelet, e kerzhent gant an hent, / O c'houlenn, en anv Doue, oc'h ar re a welent, / Ur c'hriñsenn da c'hortoz peadra da vevañ.

1867
Daveenn : MGK p78

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, e rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon.

1867
Daveenn : MGK p8

Ne raio ket an dra-se a zroug deomp, kabiten, rak abaoe dec’h da noz n’hor beus bet griñsenn, ha n'eo ket gwall domm an noz c’hoazh evit chom er-maez da lojañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da yun. Evelato ec’h [ay] ganen, a-galon-vat, un tamm bara, rak abaoe dec’h da greisteiz n’em eus debret griñsenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.45

Talvezout a ra ["griñsenn"] kement hag "heskenn", da lârout eo, un nebeudig hepken. Arabat er c'hemerout evit "bruzunenn", unander "bruzun", kalz bihannoc'h ha moannoc'h.

1960
Daveenn : PETO p86

Gwerc'hez ! Hiriv an deiz, ne gouezh griñsenn er pod. / N'eo ket dre lontegezh, ar pec'hed kapital, / E vo lakaet kablus tud keizh ar presbital.

1960
Daveenn : PETO p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial