Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dastumet, bodet. Ar bobl a-bezh a oa gronnet war ar blasenn. 2. Zo ur golo bnk. ouzh e c'hronnañ. Miret ur pezh arc'hant gronnet en ul lien. Bezañ gronnet en e vantell. [1955] [H]oll emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz Sul ar Sakramant. 3. Zo tud ouzh e c'hronnañ. Gronnet eo kêr.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Adal ma ’z ae an heol da guzh edo pobl Vanos a-bezh gronnet el lec’h-se a-hed bevenn ar c’hoad.

1923
Daveenn : SKET p.60

Gronnet tu-ha-tu da hent ar c’harr, ar baotred, ar plac’hed yaouank hag ar vugale a fuilhe dibaouez dirak ar c’hezeg glasvez ha bleunioù.

1923
Daveenn : SKET p.61

Tro-dro edo gwazed ha merc’hed gronnet stank-diniver en emstumm pedennerien.

1923
Daveenn : SKET p.120

Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloavezhioù a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Ne reas kalz van nag ouzh ar c’hirri-tram a rae kement a dodilhon, nag ouzh an engroez martoloded ken stank ma’z oa gronnet ar straedoù ganto, nag ouzh al lenn, pe ar pont bras hag al listri[-]brezel er Penfeld.

1954
Daveenn : VAZA p.78

Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.

1955
Daveenn : VBRU p.43

N'eus ket tu da lavarout e ve ur geriadenn, un doennig bennak hepken da virout ouzh ar glav, savet war un erv-gregen, gronnet gant ar paletuvez hag al lec'hidegoù.

1985
Daveenn : DGBD p85

Ofis publik ar brezhoneg