Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Plant frondus, eus ar genad Mentha, dezho bleunioù gwenn pe roz, a c'hounezer alies evit talvezout da demz-boued pe da louzoù. Ur palastr delioù bent a bare buan ar mammoù a dap un taol avel fall. II. Danvez frondus a dalvez da fardañ diedoù, da deuler blaz war meuzioù zo, anezhañ delioù glas pe sec'h plantennoù zo eus ar genad Mentha pe un aozad diwarno. Evit troazhañ hag evit c'hweziñ ez eo mat ar bent. & Dour bent : died fardet diwar an danvez-se.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

bent

1699
Daveenn : Har. pg bent (menthe herbe)

ment

1850
Daveenn : GON.II pg beñt ou meñt (Menthe, plante aromatique).

bent

1850
Daveenn : GON.II pg beñt ou meñt (Menthe, plante aromatique).

Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p66-67

Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial