Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Ober fall (udb). Gwallober un dra. II. V.g. 1. Ober droug. Tud yaouank en em daolo da wallober. Gwallc'hraet em eus o pec'hiñ en ho keñver. HS. pec'hiñ. 2. Dre elevez Kaout darempred revel. Kavet en doa eñ gant e vaouez o wallober. HS. drougober. EVEZH. : Diwar ar bennrann gwallc'hra- e tispleger ar verb gwallober.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

gwallober e aferioù

1732
Daveenn : GReg pg affaire (Faire mal ses affaires)

kavout o wallober

1732
Daveenn : GReg pg (trouver en flagrant) délit

o wallober

1732
Daveenn : GReg pg flagrant (En flagrant delit.)

Kavet oa o wallober.

1732
Daveenn : GReg pg flagrant (Il fut surpris en flagrant délit.)

gwallober

1850
Daveenn : GON.II pg gwall (-ôber)

gwallc'hraet

1850
Daveenn : GON.II pg gwall (-ôber)

Setu perak hor gwaz, evit teurel evezh, / A gemer e amzer, / En aon da wallober.

1867
Daveenn : MGK p63

gwallober ouzh un doue

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Offenser un dieu".

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Daveenn : SKET p.107

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial